Alato! - 2002

Keit Vimp Bev

Informations sur l'album

Premier CD de Brennig ar C'hurnig

Liste des titres de l'album

Cliquez sur le titre d'un morceau pour afficher les paroles et un extrait audio
  1. Traon an Tevenn
    Extrait :
    Paroles :

    Traoñv an teven

    Er C’hurnig traoñv an teven
    Ez zeus dek brennigenn
    Er C’hurnig traoñv an teven
    Ez zeus dek brennigenn

    Diskan :
    Un taol nitrat, un taol fostat
    Lalalala laleno
    Hag an dra–se n’eo ket
    Lalalala lalo

    Er C’hurnig traoñv an teven
    Ez zeus nav brennigenn
    Er C’hurnig traoñv an teven
    Ez zeus nav brennigenn

    ………eizh………

    ………seizh………

    hag all

  2. Takennou Dour
    Extrait :
    Paroles :

    TAKENNOU DOUR

    Diskan :
    Takennoù dour
    Kant ha mil
    War an douar,
    Stank, a bil

    1
    Erru ar goañv
    Chomomp er goudor
    O c'hortoz an hañv
    Prennomp an nor

    2
    An avel vervent
    En noz dizehan
    A-us d'an doenn
    A sut a gan

    3
    Dre ar prenestier
    E c'hwezh yenijenn
    An avel oueler
    Atav o klemm

    4
    Al luc'hed o regiñ
    An noz teñval
    Hag en tu all d’an ti
    Ar c'hurun o strakal

  3. Roue ar spontailhoù
    Extrait :
    Paroles :

    AR SPONTAILHOU

    Diskan:
    Hou hou setu Jakou
    A zo graet gant restachoù
    Hou hou setu Jakou
    A zo roue ar spontailhoù

    1 P’oan o furchal 'barzh ar vodenn
    Em eus kavet ur boubellenn
    P’oan o furchal 'barzh ar vodenn
    Em eus kavet va fenn

    2 O tont en-dro deus ar marc'had
    Gant va botoù marc'hadmat
    O tont en-dro eus ar marc'had
    Em eus kavet va daoulagad

    3 Ur wech aet tro kein an ti
    On bet pilet er poull pri
    Ur wech aet tro kein an ti
    ‘Kreiz va fas em boa ur fri

    4 Lakaet va fenn 'barzh ar pod
    'Vit gellout lipat ar yod
    Lakaet va fenn 'barzh ar pod
    A bep tu em boa ur jod

    5 Kroget 'm eus 'barzh ar pod-houarn
    Lec'h ma poaze lost ul louarn
    Kroget 'm eus 'barzh ar pod-houarn
    Ha difoupet va divskouarn

    6 ‘Barzh ar forn e oa kig-sall
    Poazhet ‘barzh ur plad tefal
    ‘Barzh ar forn e oa kig-sall
    A-us d’am fri eo deuet va zal

    7 Pignet buan ‘oan en nec'h
    Enno e kaven kolo sec'h
    Pignet buan ‘oan en nec'h
    Evit ober va divrec'h

    8 ‘Vit va c'houzoug va muzelloù
    En ho ti ma chom restachoù
    Evit va c'houzoug va muzelloù
    Buan da Jakou kasit keloù

  4. Tad Nedeleg
    Extrait :
    Paroles :

    TAD NEDELEG

    1
    Ur wech ar bloaz
    N’eo ket skuizus
    Mont da gas
    Profoù plijus

    Pegen brav !
    Pegen brav !
    Pegen brav !
    Bezañ An Tad Nedeleg

    2
    Ha mont da bell
    N’eo ket enoeûs
    Leun ar viñsaskell
    A draoù burzudus

    3
    N'eo ket torr-penn
    Nozvezh ar Pellgent
    Kas va manikin
    'Trezek ar ribin

    4
    Mat e vefe miret
    Nedeleg bemdez
    ‘Vefen ket enoeet
    A-hed ar bloavezh

    O ! N'eo ket brav !
    N'eo ket brav !
    N'eo ket brav !
    Bezañ An Tad Nedeleg (x 2)

  5. Va mobilet
    Extrait :
    Paroles :

    VA MOBILET

    1) Va blev reut ha sec'h
    War va fenn moan
    A fring atav en nec'h
    Evel lost ul loan

    Diskan :
    Nemet pa 'z an gant va mobilet
    Pa 'z an gant va mobi mobi mobi mobi mobilet teu
    N'ouzon ket petra ‘zo krog gant ar merc'hed
    Pa 'z an gant va mobi mobi mobi mobi mobilet teu
    Sot pitilh int ganin, An holl o sellet ouzhin
    Atav war benn o daoulin, Huguette ha Francette
    Ha zoken Bernadette

    2) Va genou ‘zo ken braz
    Ha toull ar siminal
    Pakañ ‘ra en e ziabarzh
    A-bep seurt aneval

    3) Va divskouarn ‘zo ken ledan
    Ha delioù kaol
    Warno e azezan
    Pa 'z an ouzh taol

    4) Va fri ruz tan glaou
    Gant ar yenijenn
    Betek Kastell-Nevez-Ar-Faou
    A daol e sklerijenn

    5) Va divjod a zo ken ruz
    Hag ur parkad sivi
    Goloet gant gorioù druz
    Gwashoc'h vit re Silvi

    6 ) Ken bihan va ibilig
    Ma 'z eo un druezh
    Kemer a ra ur pennadig
    Da gavout anezhañ em bragez

  6. An olifanted
    Extrait :
    Paroles :

    AN OLIFANTED

    1) Un olifant ruz
    O stankañ toull ar puñs
    En tu all da Gerguzh

    2) Un olifant rous
    Dindan ar bern plouz
    E kostez Ar Roudouz

    3) Un olifant melen
    Pignet war ur wezenn
    E-kreiz kêr Lesneven

    4) Un olifant glas
    O vont war an hent bras
    Betek beg ar Raz

    5) Un olifant louet
    Paket en ur gaoued
    Barzh iliz ar Faoued

    6) Un olifant gris
    E-barzh zoo Lanniliz
    O c'hortoz ar frankiz

  7. Azen Bethleem
    Extrait :
    Paroles :

    AZEN BETHELEEM

    Me a zo ur paour azen
    E Bethleem em c'hraouig
    Direnket gant un ejen
    E-pad va c'houskaig
    Ha dre doull an nor
    Ha dre doull an nor
    Job ar c'halvez ‘lak e fri

    Ha dre doull an nor
    Job ar c'halvez ‘lak e fri
    Amañ ‘vimp er goudor
    Deus e-barzh 'ta Mari
    O vont da chom edo
    Ha ganti leun a drouz

    O vont da chom edo
    Ha ganti leun a drouz
    Peseurt reuz a vezo
    Na pa zeuio ar marmouz
    Hanternoz oa sonet
    ‘Pa zifoupas ar c'hrouadur

    Hanternoz oa sonet
    Pa zifoupas ar c'hrouadur
    Bremañ ne c'hellin ket
    Kousket kasi sur
    Em zi nag a avel
    Gant va amezeg an ejen

    Em zi nag a avel
    Gant va amezeg an ejen
    O c'hwezhañ war ar bugel
    Da gas kuit ar yenijenn
    Me ne raen ket van
    Rak me ‘zo berralan

    Me ne raen ket van
    Rak me ‘zo berralan
    N'eo ket ‘vel an deñved
    A zo nevez erruet
    Ganto ar bastored
    Trompilh ha tamboulin

    Ganto ar bastored
    Trompilh ha tamboulin
    Gouel ha friko ganto
    Ha setu tri furlukin
    Unan zo melen-glañv
    Unan ruz gant ar vezh

    Unan zo melen-glañv
    Unan ruz gant ar vezh
    Unan ‘deus rouzet 'hed an hañv
    Evit doare int rouaned
    Tudoù m'ho peus c'hoant
    Ober ur c'houskaig

    Tudoù m'ho peus c'hoant
    Ober ur c'houskaig
    Arabat deoc'h-c'hwi dont
    E Bethleem em c'hraouig
    ‘Vit Nedeleg an azen
    La la la la la le no
    Karotez ha melchenn
    Ha trouz forzh pegement
    Hag un nozvezhiad gant un ejen

  8. Loened Fall
    Extrait :
    Paroles :

    LOENED FALL

    1
    Al louarn war e veno
    Ouap dou bi dou ouap
    En defe spered bras
    Ouap dou bi dou ouap
    Me lavar krenn ha kras
    N’eus sotoc’h loen er vro
    Ouap dou bi dou ouap
    Ouap dou bi dou ouap
    ou ou ou ou…..

    2
    An danvad diouzh e glevet
    Ne rafe droug da zen
    Me soñj hennezh ‘ra ken
    ‘Met dispenn e genseurted

    3
    Ar pemoc’h ‘ta un all
    Na pebezh tamm brabañser
    ‘Zo dreber kaoc’h ar flaerier
    Ha c’hoazh e gred va zamall

    4
    Ar marc’h a zo ur glapez
    Gourrizier genoù bras
    ‘Vin ket pell ouzh e gas
    Da sutal war ar menez

    5
    Ha bremañ tro ar c’hi
    Atav stag ouzh e log
    A sent ouzh mistri rok
    Ouzh ar chas ‘m eus ket avi

    6
    Ar c’hazh ker spontus all
    A vez o lazhañ logod
    Pa n’eus ket bet e lod
    Kerkent e krog da viaoual

  9. Peur
    Extrait :
    Paroles :

    PEUR
    Brezel

    Diskan :
    Peur e c'hwezho an avel foll
    Avel ar c’harantez c’harantez diroll
    Peur e savo an heol dan
    Heol ar c’harantez c’harantez dizehan

    1
    E broioù nepell
    E strak ar brezel
    Petra ‘lavar an dud ?
    Chom a reont mut

    2
    Er bed a-bezh
    'N em led an dienez
    Den ne daol evezh
    Ma n'eo ket ur vezh!

    3
    Dindan an naon vil
    Ar pobladoù a bil
    ‘Kas ul lodenn war-gil
    Lod all a-istribilh

  10. Ar sotañ Yannig
    Extrait :
    Paroles :

    AR SOTAÑ YANNIG
    1
    Me eo ar sotañ Yannig
    ‘Zo bet biskoazh er bed
    ‘Zo paeañ ur mevelig
    ‘Vit kousket gant va gwreg

    Diskan :
    Fardigoudennig tra lalala
    Fardigoudennig ye ye
    Fardigoudennig tra lalala
    Fardigoudennig ye ye

    2
    Va gwreg ha va mevelig
    O deus un Opel Kadett
    Ha me ar paour-kaezh Yannig
    ‘Roul war ur traotinet

    3
    Va gwreg ha va mevelig
    A ya da Eurodisney
    Ha me a chom er gêr
    Vit ober ar mickey

    4
    Va gwreg ha va mevelig
    A c’hoari gant Lego
    Ha me ar paour kaezh Yannig
    A c’hoari gant Duplo

    5
    Va gwreg ha va mevelig
    A sell ouzh an Titanic
    Ha me ar paour kaezh Yannig
    A sell ouzh Fañch Broudig

    6
    Va gwreg ha va mevelig
    A sell ouzh TV Breizh
    Ha me ar paour kaezh Yannig
    A labour noz ha deiz

    7
    Va gwreg ha va mevelig
    O vakañsiñ er Balear
    Ha me ar paour kaezh Yannig
    O labourat er gêr

  11. Ankou Kokadiz
    Extrait :
    Paroles :

    ANKOU KOKADIZ

    Diskan:
    Kanomp a stroll
    Dre ar bed holl
    Skeud an ankoù kokadiz
    A ranko tec'het war e giz

    1
    Ar c'hleñved-red
    En em led dre ar bed
    An arc'hant divergont
    En em sil e pep kalon

    2
    Saotrañ a reer bemdez
    An dour hag an douar
    Saotrañ a reer aes
    Ar speredoù klouar

    3
    Mevelien ar stlabez
    A yelo en o bez
    Ha petra war o lerc'h
    Nemet ludu ha blev sec'h

    4
    Poent e vefe echu
    Ar "pep hini diouzh e du"
    Rak ne bado ket pell
    Ar "sach an hini ma c'hell"

    5
    Poent eo kregiñ e-barzh
    Ret eo cheñch penn d'ar vazh
    Echu gant ar strambouilh
    Ha renerezh ar strouilh

  12. Ar bleiz diwezhañ
    Extrait :
    Paroles :

    AR BLEIZ DIWEZHAN

    Me eo ar bleiz diwezhañ
    A zo e Breizh o vevañ
    Ar re-all zo bet paket,
    Barnet, krouget ha devet.

    Tamallet ‘oa bet outo
    Lonkañ holl deñved ar vro
    Gwashañ ‘zo bugaligoù
    Mammoù kozh ha merc’hedigoù

    Diskan: ou ou ou

    Brasoc’h, gwashoc’h tamalloù
    Ar bleiz, mevel an diaouloù
    ‘Gas d’ar sabat ar sorserien
    Ar bleiz, genoù an ifern

    Brasoc’h tamall ‘oa c’hoazh
    Kas ar bed war an noazh
    Lonkañ an heol hag al loar
    Ankou, mestr war an douar

    Diskan

    Vito ‘z eus stignet pezhioù
    Lasoù-krog, graet toulloù
    ‘N’o c’hig lakaet arsenik
    Ha striknin en o lambig

    Tud yudas dre ar c’hoadoù
    Ganto a bep seurt armoù
    Roet dezho arc’hant hag aour
    ‘Vit pakañ al loened paour (x 4)

  13. An troioù lavar
    Extrait :
    Paroles :

    AN TROIOU-LAVAR

    Diskan :
    Rak en ur gomz brezhoneg
    Ne vezer ket genaoueg
    Oc'h implij troioù-lavar
    Leun a fent, leun a gounnar

    Alota tud Bro-Wened!!
    An hanter eus ar yec'hed
    A zeufe eus ar c'housket
    Da chouch dindan ar c’holc'hed!!!

    Alota tud Bro-Welo
    Evit toare ur sac'h goullo
    Ne chom ket en e sav
    Dreist-holl pa vezer mezv

    Alota tud Bro Bagan
    Deuit-ta da zebriñ koan
    Ma ne rit ket kof moan
    Ne bakoc'h ket ar boan

    Alota tud Bro Gerne
    Gant dale e ranker bale
    ‘Vit pakañ louarn pe gad
    Ret sevel mintin mat

    Alota tud Bro-Dreger
    Gant ar boan hag an amzer
    A-benn 'bep tra e teuer
    Ne vezit ket dibreder

    Alota tud Bro Baris
    Kant parrez ha kant iliz
    Kant maouez ha kant iviz
    E-mod-se eo ar Frankiz

  14. Blaz an douar
    Extrait :
    Paroles :

    BLAZ AN DOUAR

    Diskan :
    Blaz an douar a zo ganti
    Liv ar mor a zo warni
    Divalav 'vez tachadoù
    Gwall gaset a-wechoù

    Brezhoneg, va yezh
    Bezañ an-unanig
    An dra-se n'eo ket aes
    En ur vro ken gouez

    Pa rank lakaat an dud
    Da c'houzout n'eo ket mut
    He fouez-mouezh a ziroll
    Strakal 'ra en avel foll

    Pa fring an troioù lavar
    Gant ar fent, gant ar gounnar
    'Vez ket pell ar goapaer
    O kas an dorzh d'ar gêr

    Pa rank kanañ laouen
    E trid evel un delenn
    O hadañ e pep kalon
    An eurusted wirion

    Ar garantez, pa gan
    E liorzh ar gerioù tener
    'Lak ar bleunioù da ziwan
    War vuzelloù ar c'haner

    A-dreuz ar c'hantvedoù
    Dismegañs ha brezelioù
    Deus graet eus ar brezhoneg
    Ur yezh taer ha kaloneg