Alato! - 2002
Keit Vimp Bev
Informations sur l'album
Premier CD de Brennig ar C'hurnig
Liste des titres de l'album
Cliquez sur le titre d'un morceau pour afficher les paroles et un extrait audio-
Traon an Tevenn
Extrait :
Paroles :
Traoñv an teven
Er C’hurnig traoñv an teven
Ez zeus dek brennigenn
Er C’hurnig traoñv an teven
Ez zeus dek brennigennDiskan :
Un taol nitrat, un taol fostat
Lalalala laleno
Hag an dra–se n’eo ket
Lalalala laloEr C’hurnig traoñv an teven
Ez zeus nav brennigenn
Er C’hurnig traoñv an teven
Ez zeus nav brennigenn………eizh………
………seizh………
hag all
-
Takennou Dour
Extrait :
Paroles :
TAKENNOU DOUR
Diskan :
Takennoù dour
Kant ha mil
War an douar,
Stank, a bil1
Erru ar goañv
Chomomp er goudor
O c'hortoz an hañv
Prennomp an nor2
An avel vervent
En noz dizehan
A-us d'an doenn
A sut a gan3
Dre ar prenestier
E c'hwezh yenijenn
An avel oueler
Atav o klemm4
Al luc'hed o regiñ
An noz teñval
Hag en tu all d’an ti
Ar c'hurun o strakal -
Roue ar spontailhoù
Extrait :
Paroles :
AR SPONTAILHOU
Diskan:
Hou hou setu Jakou
A zo graet gant restachoù
Hou hou setu Jakou
A zo roue ar spontailhoù1 P’oan o furchal 'barzh ar vodenn
Em eus kavet ur boubellenn
P’oan o furchal 'barzh ar vodenn
Em eus kavet va fenn2 O tont en-dro deus ar marc'had
Gant va botoù marc'hadmat
O tont en-dro eus ar marc'had
Em eus kavet va daoulagad3 Ur wech aet tro kein an ti
On bet pilet er poull pri
Ur wech aet tro kein an ti
‘Kreiz va fas em boa ur fri4 Lakaet va fenn 'barzh ar pod
'Vit gellout lipat ar yod
Lakaet va fenn 'barzh ar pod
A bep tu em boa ur jod5 Kroget 'm eus 'barzh ar pod-houarn
Lec'h ma poaze lost ul louarn
Kroget 'm eus 'barzh ar pod-houarn
Ha difoupet va divskouarn6 ‘Barzh ar forn e oa kig-sall
Poazhet ‘barzh ur plad tefal
‘Barzh ar forn e oa kig-sall
A-us d’am fri eo deuet va zal7 Pignet buan ‘oan en nec'h
Enno e kaven kolo sec'h
Pignet buan ‘oan en nec'h
Evit ober va divrec'h8 ‘Vit va c'houzoug va muzelloù
En ho ti ma chom restachoù
Evit va c'houzoug va muzelloù
Buan da Jakou kasit keloù -
Tad Nedeleg
Extrait :
Paroles :
TAD NEDELEG
1
Ur wech ar bloaz
N’eo ket skuizus
Mont da gas
Profoù plijusPegen brav !
Pegen brav !
Pegen brav !
Bezañ An Tad Nedeleg2
Ha mont da bell
N’eo ket enoeûs
Leun ar viñsaskell
A draoù burzudus3
N'eo ket torr-penn
Nozvezh ar Pellgent
Kas va manikin
'Trezek ar ribin4
Mat e vefe miret
Nedeleg bemdez
‘Vefen ket enoeet
A-hed ar bloavezhO ! N'eo ket brav !
N'eo ket brav !
N'eo ket brav !
Bezañ An Tad Nedeleg (x 2) -
Va mobilet
Extrait :
Paroles :
VA MOBILET
1) Va blev reut ha sec'h
War va fenn moan
A fring atav en nec'h
Evel lost ul loanDiskan :
Nemet pa 'z an gant va mobilet
Pa 'z an gant va mobi mobi mobi mobi mobilet teu
N'ouzon ket petra ‘zo krog gant ar merc'hed
Pa 'z an gant va mobi mobi mobi mobi mobilet teu
Sot pitilh int ganin, An holl o sellet ouzhin
Atav war benn o daoulin, Huguette ha Francette
Ha zoken Bernadette2) Va genou ‘zo ken braz
Ha toull ar siminal
Pakañ ‘ra en e ziabarzh
A-bep seurt aneval3) Va divskouarn ‘zo ken ledan
Ha delioù kaol
Warno e azezan
Pa 'z an ouzh taol4) Va fri ruz tan glaou
Gant ar yenijenn
Betek Kastell-Nevez-Ar-Faou
A daol e sklerijenn5) Va divjod a zo ken ruz
Hag ur parkad sivi
Goloet gant gorioù druz
Gwashoc'h vit re Silvi6 ) Ken bihan va ibilig
Ma 'z eo un druezh
Kemer a ra ur pennadig
Da gavout anezhañ em bragez -
An olifanted
Extrait :
Paroles :
AN OLIFANTED
1) Un olifant ruz
O stankañ toull ar puñs
En tu all da Gerguzh2) Un olifant rous
Dindan ar bern plouz
E kostez Ar Roudouz3) Un olifant melen
Pignet war ur wezenn
E-kreiz kêr Lesneven4) Un olifant glas
O vont war an hent bras
Betek beg ar Raz5) Un olifant louet
Paket en ur gaoued
Barzh iliz ar Faoued6) Un olifant gris
E-barzh zoo Lanniliz
O c'hortoz ar frankiz -
Azen Bethleem
Extrait :
Paroles :
AZEN BETHELEEM
Me a zo ur paour azen
E Bethleem em c'hraouig
Direnket gant un ejen
E-pad va c'houskaig
Ha dre doull an nor
Ha dre doull an nor
Job ar c'halvez ‘lak e friHa dre doull an nor
Job ar c'halvez ‘lak e fri
Amañ ‘vimp er goudor
Deus e-barzh 'ta Mari
O vont da chom edo
Ha ganti leun a drouzO vont da chom edo
Ha ganti leun a drouz
Peseurt reuz a vezo
Na pa zeuio ar marmouz
Hanternoz oa sonet
‘Pa zifoupas ar c'hrouadurHanternoz oa sonet
Pa zifoupas ar c'hrouadur
Bremañ ne c'hellin ket
Kousket kasi sur
Em zi nag a avel
Gant va amezeg an ejenEm zi nag a avel
Gant va amezeg an ejen
O c'hwezhañ war ar bugel
Da gas kuit ar yenijenn
Me ne raen ket van
Rak me ‘zo berralanMe ne raen ket van
Rak me ‘zo berralan
N'eo ket ‘vel an deñved
A zo nevez erruet
Ganto ar bastored
Trompilh ha tamboulinGanto ar bastored
Trompilh ha tamboulin
Gouel ha friko ganto
Ha setu tri furlukin
Unan zo melen-glañv
Unan ruz gant ar vezhUnan zo melen-glañv
Unan ruz gant ar vezh
Unan ‘deus rouzet 'hed an hañv
Evit doare int rouaned
Tudoù m'ho peus c'hoant
Ober ur c'houskaigTudoù m'ho peus c'hoant
Ober ur c'houskaig
Arabat deoc'h-c'hwi dont
E Bethleem em c'hraouig
‘Vit Nedeleg an azen
La la la la la le no
Karotez ha melchenn
Ha trouz forzh pegement
Hag un nozvezhiad gant un ejen -
Loened Fall
Extrait :
Paroles :
LOENED FALL
1
Al louarn war e veno
Ouap dou bi dou ouap
En defe spered bras
Ouap dou bi dou ouap
Me lavar krenn ha kras
N’eus sotoc’h loen er vro
Ouap dou bi dou ouap
Ouap dou bi dou ouap
ou ou ou ou…..2
An danvad diouzh e glevet
Ne rafe droug da zen
Me soñj hennezh ‘ra ken
‘Met dispenn e genseurted3
Ar pemoc’h ‘ta un all
Na pebezh tamm brabañser
‘Zo dreber kaoc’h ar flaerier
Ha c’hoazh e gred va zamall4
Ar marc’h a zo ur glapez
Gourrizier genoù bras
‘Vin ket pell ouzh e gas
Da sutal war ar menez5
Ha bremañ tro ar c’hi
Atav stag ouzh e log
A sent ouzh mistri rok
Ouzh ar chas ‘m eus ket avi6
Ar c’hazh ker spontus all
A vez o lazhañ logod
Pa n’eus ket bet e lod
Kerkent e krog da viaoual -
Peur
Extrait :
Paroles :
PEUR
BrezelDiskan :
Peur e c'hwezho an avel foll
Avel ar c’harantez c’harantez diroll
Peur e savo an heol dan
Heol ar c’harantez c’harantez dizehan1
E broioù nepell
E strak ar brezel
Petra ‘lavar an dud ?
Chom a reont mut2
Er bed a-bezh
'N em led an dienez
Den ne daol evezh
Ma n'eo ket ur vezh!3
Dindan an naon vil
Ar pobladoù a bil
‘Kas ul lodenn war-gil
Lod all a-istribilh -
Ar sotañ Yannig
Extrait :
Paroles :
AR SOTAÑ YANNIG
1
Me eo ar sotañ Yannig
‘Zo bet biskoazh er bed
‘Zo paeañ ur mevelig
‘Vit kousket gant va gwregDiskan :
Fardigoudennig tra lalala
Fardigoudennig ye ye
Fardigoudennig tra lalala
Fardigoudennig ye ye2
Va gwreg ha va mevelig
O deus un Opel Kadett
Ha me ar paour-kaezh Yannig
‘Roul war ur traotinet3
Va gwreg ha va mevelig
A ya da Eurodisney
Ha me a chom er gêr
Vit ober ar mickey4
Va gwreg ha va mevelig
A c’hoari gant Lego
Ha me ar paour kaezh Yannig
A c’hoari gant Duplo5
Va gwreg ha va mevelig
A sell ouzh an Titanic
Ha me ar paour kaezh Yannig
A sell ouzh Fañch Broudig6
Va gwreg ha va mevelig
A sell ouzh TV Breizh
Ha me ar paour kaezh Yannig
A labour noz ha deiz7
Va gwreg ha va mevelig
O vakañsiñ er Balear
Ha me ar paour kaezh Yannig
O labourat er gêr -
Ankou Kokadiz
Extrait :
Paroles :
ANKOU KOKADIZ
Diskan:
Kanomp a stroll
Dre ar bed holl
Skeud an ankoù kokadiz
A ranko tec'het war e giz1
Ar c'hleñved-red
En em led dre ar bed
An arc'hant divergont
En em sil e pep kalon2
Saotrañ a reer bemdez
An dour hag an douar
Saotrañ a reer aes
Ar speredoù klouar3
Mevelien ar stlabez
A yelo en o bez
Ha petra war o lerc'h
Nemet ludu ha blev sec'h4
Poent e vefe echu
Ar "pep hini diouzh e du"
Rak ne bado ket pell
Ar "sach an hini ma c'hell"5
Poent eo kregiñ e-barzh
Ret eo cheñch penn d'ar vazh
Echu gant ar strambouilh
Ha renerezh ar strouilh -
Ar bleiz diwezhañ
Extrait :
Paroles :
AR BLEIZ DIWEZHAN
Me eo ar bleiz diwezhañ
A zo e Breizh o vevañ
Ar re-all zo bet paket,
Barnet, krouget ha devet.Tamallet ‘oa bet outo
Lonkañ holl deñved ar vro
Gwashañ ‘zo bugaligoù
Mammoù kozh ha merc’hedigoùDiskan: ou ou ou
Brasoc’h, gwashoc’h tamalloù
Ar bleiz, mevel an diaouloù
‘Gas d’ar sabat ar sorserien
Ar bleiz, genoù an ifernBrasoc’h tamall ‘oa c’hoazh
Kas ar bed war an noazh
Lonkañ an heol hag al loar
Ankou, mestr war an douarDiskan
Vito ‘z eus stignet pezhioù
Lasoù-krog, graet toulloù
‘N’o c’hig lakaet arsenik
Ha striknin en o lambigTud yudas dre ar c’hoadoù
Ganto a bep seurt armoù
Roet dezho arc’hant hag aour
‘Vit pakañ al loened paour (x 4) -
An troioù lavar
Extrait :
Paroles :
AN TROIOU-LAVAR
Diskan :
Rak en ur gomz brezhoneg
Ne vezer ket genaoueg
Oc'h implij troioù-lavar
Leun a fent, leun a gounnarAlota tud Bro-Wened!!
An hanter eus ar yec'hed
A zeufe eus ar c'housket
Da chouch dindan ar c’holc'hed!!!Alota tud Bro-Welo
Evit toare ur sac'h goullo
Ne chom ket en e sav
Dreist-holl pa vezer mezvAlota tud Bro Bagan
Deuit-ta da zebriñ koan
Ma ne rit ket kof moan
Ne bakoc'h ket ar boanAlota tud Bro Gerne
Gant dale e ranker bale
‘Vit pakañ louarn pe gad
Ret sevel mintin matAlota tud Bro-Dreger
Gant ar boan hag an amzer
A-benn 'bep tra e teuer
Ne vezit ket dibrederAlota tud Bro Baris
Kant parrez ha kant iliz
Kant maouez ha kant iviz
E-mod-se eo ar Frankiz -
Blaz an douar
Extrait :
Paroles :
BLAZ AN DOUAR
Diskan :
Blaz an douar a zo ganti
Liv ar mor a zo warni
Divalav 'vez tachadoù
Gwall gaset a-wechoùBrezhoneg, va yezh
Bezañ an-unanig
An dra-se n'eo ket aes
En ur vro ken gouezPa rank lakaat an dud
Da c'houzout n'eo ket mut
He fouez-mouezh a ziroll
Strakal 'ra en avel follPa fring an troioù lavar
Gant ar fent, gant ar gounnar
'Vez ket pell ar goapaer
O kas an dorzh d'ar gêrPa rank kanañ laouen
E trid evel un delenn
O hadañ e pep kalon
An eurusted wirionAr garantez, pa gan
E liorzh ar gerioù tener
'Lak ar bleunioù da ziwan
War vuzelloù ar c'hanerA-dreuz ar c'hantvedoù
Dismegañs ha brezelioù
Deus graet eus ar brezhoneg
Ur yezh taer ha kaloneg