KOUMOUL DU - 2014

BRENNIG KURNIG

Titouroù war ar bladenn

4ème CD de Jakez Ar Borgn, un mix de chansons douces et moins douces et tistes ou pas. Pour les toutout petits, les moinsmoins petits et les autres

Tonioù ar bladenn

Klikit war titr ur ganaouenn evit gwelet ar c'homzoù hag selaou d'un tamm-ganaouenn
  1. EN DA ZAOULAGAD
    Extrait :
    Komzoù :

    EN DA ZAOULAGAD

    1
    En da zaoulagad, hon eus lennet alies
    Ar bravañ levr, hini ar vuhez
    En da zaoulagad, pajennadoù
    E glas, kizellet kaer a c'herioù

    2
    En da zaoulagad, gerioù laouen
    O fringal evel ur ganaouenn
    En da zaoulagad, gerioù karantez
    O vouskanañ gwirionez ha levenez

    3
    En da zaoulagad, tonioù dañs
    O lidañ madelezh hag an doujañs
    En da zaoulagad, c'hoarzhadennoù
    Fent alies ha kounnar a-wechoù

    4
    En da zaoulagad, treset an talar
    ‘Vit hadañ hor yezh a zo en arvar
    En da zaoulagad, emañ da galon
    Ur galon aour, pinvidigezh gwirion

    5
    En da zaoulagad, hon eus lennet alies
    Ar bravañ levr, hini ar vuhez
    Lennet ha desket hon eus al levr
    Pajenn-ha-pajenn dindan envor

    6
    En da zaoulagad, hon eus lennet alies
    Ar bravañ levr, hini ar vuhez
    Da zoualagad 'peus sarret bremañ
    ’Maomp krog da gelenn anezhañ

  2. KRGN KRGN KRGN
    Extrait :
    Komzoù :

    KRGN KRGN KRGN

    “Krgn! Krgn!Krgn!“ Eme al logodenn
    « Ai! Ai!Ai ! » Eme an tamm formaj
    “Krgn!Krgn!Krgn!“ Eme al logodenn
    “Manam! Manam!” Eme ar c’hazh …..Bizminiaou

  3. AR VISKOULENN
    Extrait :
    Komzoù :

    Ar Viskoulenn

    Diskan :
    N’eo ket aes
    ‘Vit ar vizkoulenn
    Mont er maez
    ‘Vit mont da bourmen

    ‘Gred ket goulenn
    Un tamm skoazell
    Kalz re lent
    Eo an dimezell

    Krogomp ‘barzh
    Kasomp anezhi
    Er park glas
    Evit gellout peuriñ

    Met arabat
    Kas anezhi
    Da batoulhiat
    Oar ket neuiñ

    Ne oar ket neuiñ
    Hep bikini
    Hag he hini
    ‘Mañ ket ganti

    Gwelloc’h ganti
    War an teven
    Chom da beuriñ
    Geot ha melchon

    Ar viskoulenn
    A zo laouen
    War letonenn
    Bro Vigouden

  4. KOUMOUL DU
    Extrait :
    Komzoù :

    KOUMOUL DU

    1
    Koumoul du, koumoul du
    Kit d’ar gêr kit d’ar gêr
    Koumoul du koumoul du
    Kit d’ar gêr diouzhtu

    2
    Koumoul gris koumoul gris
    Tec’hit kuit, tec’hit kuit
    Koumoul gris koumoul gris
    Tec’hit kuit war ho kiz

    3
    Amzer fall amzer fall
    Kae da sutal kea da sutal
    Amzer fall amzer fall
    Kae da sutal ‘n ur vro all

    4
    Barroù glav barroù glav
    Kit da c’hlebiañ Kit da c’hlepiañ
    Barroù glav barroù glav
    Kit da c’hlebiañ da bell vro

    Paouezit da glemm
    mod all an tamm douar
    M’ en deus banne ‘bet
    A vo sec’h ha kras

    Paouezit da glemm
    mod all an tamm douar
    M’ en deus banne bet
    A vo sec’h ha kras

    5
    Koumoul du koumoul du
    Deuit d’ar gêr Deuit d’ar gêr
    Koumoul du koumoul du
    Deuit d’ar gêr diouzhtu

    6
    Koumoul gris koumoul gris
    Deuit en-dro deuit en-dro
    Koumoul gris koumoul gris
    Deuit en-dro war ho kiz

    7
    Amzer fall amzer fall
    Deus da sutal deus da sutal
    Amzer fall amzer fall
    Deuit da sutal ha da strakal

    8 Barrou glav barroù glav
    Deuit da c’hlebiañ
    Deuit da c’hlebiañ
    Deuit da c’hlebiañ ar vro

  5. ME AM BO
    Extrait :
    Komzoù :

    ME AM BO

    Me am bo ur c’harr-nij
    Evit mont da bourmen da bourmen
    Me am bo ur c’harr-nij
    Evit mont da bourmen Mar plij!

    Me am bo ur c’harr-samm
    Evit mont da bourmen da pourmen
    Me am bo ur c’harr-samm
    Evit mont da bourmen gant va Mamm

  6. REVERDI VRAS
    Extrait :
    Komzoù :

    REVERDI VRAS

    Reverdi vras
    ‘Vo ‘benn warc’hoazh lon la
    Ni ‘z ay d’an aod
    Da glask pizh-aod

    Tre a zo fardigougo
    Nag a frete fardigoude

    Troet al lanv
    Deomp en-dro lon la
    Prest e vo gourlenn
    Harp ar mor en tevenn

    Ha ni war ar vri
    E-kreiz ar peuriñ lon la
    A zebro hor merenn
    Brennig ur guchenn

  7. SKOUARNIG O KIMIADIN
    Extrait :
    Komzoù :

    SKOUARNIG O KIMIADIN

    Opopop !! Ruzig ha Melenig
    Opopop !! Oc’h ober gillig gillig

    Ur wezh va skouarn melen
    War-lerc’h va skouarn ruz

    Opopop poent ober ur c’houskaig
    Opopop ‘barzh va malizennig

    D’an holl e roan ur pokig
    Ur pokig a-berzh Skouarnig

  8. SPONTUS
    Extrait :
    Komzoù :
    SPONTUS

    Spont spont spontus eo
    Ar bleiz a zo errv
    Spont spont spontus
    Deomp da guzhat en ti kolo

    Spont spont spontus eo
    Ar bleiz o c’haloupat
    Spont spont spontus eo
    Deomp da guzhat en ti koad

    Spont spont spontus eo
    Ar bleiz o tistreiñ ein
    Spont spont spontus eo
    Deomp da guzhat en ti mein

    Ouf

  9. SKOUARNIG O SALUDIN
    Extrait :
    Komzoù :

    SKOURNIG O SALUDIN

    Opopop !! Piv a zo oc’h ober trouz
    Opopop !! E-kreiz va c’housk

    Dihunet peus ac’hanon
    Lammat a ra va c’halon

    Opopop !! Va anv n’eo ket friig
    Opopop !! Na kofig na lagadig

    Ganet on en neizhig
    Va anv a zo Skouarnig

  10. TRO AN TI
    Extrait :
    Komzoù :

    TRO AN TI

    Ober ran tro an ti
    Serriñ a ran ar boliji
    Sec’hañ va div votez
    Hag un dro d’an alc’hwez
    Digeriñ ran an dor
    Ha plop! Er goudor!

  11. BOUBOU
    Extrait :
    Komzoù :

    BOUBOU

    Boubou da va fenn
    setu paket ar boan benn
    Boubou da va gouzoug
    Setu paket ar boan gouzoug
    Boubou da va c’hof
    setu paket ar boan gof
    Toudoudoud toudoudoud
    Setu karr an aotrou Poulloud
    Tididin tididin
    Erru ar medisin

  12. DOUAR DOUR HA TAN
    Extrait :
    Komzoù :

    DOUAR DOUR HA TAN

    1
    Dour dour dour
    Vit gounit karotez ha pour
    Dour dour dour
    Vit gounit karotez ha pour

    2
    Tan tan tan
    Da dommañ e goan da Yann
    Tan tan tan
    Da dommañ e goan da Yann

    3
    Douar douar douar
    Vit kreskiñ mat d’ar mouar
    Douar douar douar
    Evit kreskiñ mat d’ar mouar

    4 Dour, dour, dour
    Vit gwalc'hiñ an daouarn lous
    Dour, dour, dour,
    Vit livañ gloan dañvad dous

    5
    Tan, tan, tan,
    Vit sklerijennañ ho ti
    Tan, tan, tan,
    Vit ijinañ patati.

    6
    Douar, douar, douar,
    Vit hadañ geot ha bleunioù.
    Douar, douar, douar
    Vit sevel boloumigoù

  13. VA LAGAD
    Extrait :
    Komzoù :

    VA LAGAD

    Va lagad n’eo ket mat
    Va genou a zo a dreuz
    Va gouzoug a zo mouk
    Va fri zo o tiveriñ
    Warc’hoazh vintin
    Ez in da gaout ar medisin
    Digantañ em bezo louzou
    Digant va mamm ur dornad pokoù

  14. NE FELL KET DIN KEN
    Extrait :
    Komzoù :

    NE FELL KET DIN KEN

    Ne fell ken din ken mont d’ar skol
    Ar skolaerez ar skolaerez
    Ne fell ken din ken mont d’ar skol
    Ar skolaerez n’eo ket drol

    1
    N’am eus ket c’hoant ken chom da zebriñ er c’hantin
    Bemdez kaol-fleur, rabez ruz, pour hag irvin
    2
    Morse, n’on bet tik war ar matematik
    Kentoc’h barrek evit ober skol al louarnig
    3
    Staotat dru a ran alies war ar re all
    Bep sizhun ma ez eomp d’ar poull neuial
    4
    Skein a ran gant kement den zo war ar porzh,
    Paotred ha melc’hwed me ne ran ket forzh
    5
    Me gav gwelloc’h mont da zifoupañ neizhioù
    Krougañ kizhier ha c’hoari gant o bouzelloù
    6
    Er skol, ez eo en emgavet unan nevez
    Ur plac’h adarre, unan eus Menez Arre
    7
    Re varv eo Maria, Re vrav re varv re vrav
    Kalz Re c’hlas he daoulagad, re velen he blev

    Fellout a ra din mont d’ar skol
    Ar skolaerez ar skolaerez
    Fellout a ra din mont d’ar skol
    Ar skolaerez a zo drol
    8
    Sod pitilh eo Maria gant al laboused hag ar c’hizhier
    Bep Merc’her e vezan ganti o pourmen er parkeier

    Fellout a ra din mont d’ar skol
    Merc’h ar skolaerez Merc’h ar skolaerez
    Fellout a ra din mont d’ar skol
    Merc’h ar skolaerez zo ken brav hag ur barr heol.

  15. WAR AR STER
    Extrait :
    Komzoù :

    WAR STER

    War ar ster gant va bag
    O lavigat O lavigat
    War ar ster gant va bag
    O lavigat mintin-mat
    Ha plop!Va bag a zo troc’holiet
    Ha plouf! Va dilhad a zo glebiet

  16. KOTOGODOGOG
    Extrait :
    Komzoù :

    KODOGODOG

    Kodogodogog
    Kodogodogog
    Eme ar c’hilhog
    Kodogodogog
    Kodogodogog
    Kuzhet barzh ar boutog

    Gra gra gra
    Gra gra gra
    Eme ar yar
    Gra gra gra
    Kuzhet dindan ar c’harr

    Kouiñ Kouiñ Kouiñ
    Eme ar pousin
    Kuzhet e-barzh ar gegin.

  17. BINTA BANTA
    Extrait :
    Komzoù :

    BINTA BANTA

    1
    Binta Banta
    Va loan az a
    Binta Banta
    Ne chom ket a-sav

    2 Binta Banta
    Hu sou ha diha
    Binta Banta
    Piltrotat a ra

    3 Binta Banta
    Daoulammat a ra
    Binta Banta
    D’an nec’h uhelañ

    4
    Binta Banta
    Daoulammat a ra
    Binta Banta
    D’an traoñ izellañ

    5
    Binta Banta
    Va loan az a
    Binta Banta
    Morse ne chom a-sav

  18. TUD AR BED
    Extrait :
    Komzoù :

    TUD AR BED

    Tud pinvidik ha tud paour
    Toull o roched leun a aour

    1
    War bern lastez santiago
    Vez ket boued vit antonio
    Met er City mañ un aotrou
    O tispakañ e villiardoù

    2
    Pa vez sec’hor er Rouanda
    Vez bugale ‘tav o lenvañ
    E-keit-se e Kalifornia
    Ar yaouankiz ’c’h en em strujañ

    4
    Yaouank flamm ez eo ar fulenn
    Klask hec’h arc’hant war ar riblenn
    Ar paotr kozh gant e Ferrari
    En e ranndi kas anezhi

    5
    E Sumatra krennoù douar
    O lakaat an dud en arvar
    Hag e-keit se e Malibou
    Dabeuliou Bush e vakañsoù

    6
    Amaziona vez distrujet
    An indianed a vez skarzhet
    Er Bodegas e Bro Spagn
    Vez an dud o lonkañ cava

  19. TORR PENN
    Extrait :
    Komzoù :

    TORR-PENN

    Anaout a ran ur ganaouenn torr-penn
    Torr-penn torr-penn torr-penn
    Anaout a ran ur ganaouenn torr-penn…..
    Ha torr-revr ouzhpenn

    Anaout a ran div ganaouenn torr-penn
    Torr-penn torr-penn torr-penn
    Anaout a ran div ganaouenn torr-penn ……
    Ha torr-revr ouzhpenn

    Anaout a ran teir c’hanaouenn torr-penn
    Torr-penn torr-penn torr-penn
    Anaout a ran teir c’hanaouenn torr-penn …..
    Ha torr-revr ouzhpenn

    Anaout a ran peder c’hanaouenn torr-penn
    Torr-penn torr-penn torr-penn
    Anaout a ran peder c’hanaouenn torr-penn ….
    Ha torr-revr ouzhpenn

    Anaout a ran pemp kanaouenn torr-penn
    Torr-penn torr-penn torr-penn
    Anaout a ran ur ganaouenn torr-penn
    Torr-penn torr-penn torr-penn

  20. VA DOUSIG
    Extrait :
    Komzoù :

    VA DOUSIG

    Va dousig ! Va lellig !
    Nij disoursi betek al loarig
    Va dousig ! Va lellig !
    Chouch disoursi en da gavellig